Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/208

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 201 —

mestr kre gant eur frankiz deread ; ann traou-ze holl pere a ra hag a ghendalc’h euruzded ar boblou. N’en em lezit ket da veza touellet gant esperansou faltaziuz a denno gwall war-n-hoc’h abred pe zivezad. Ann impalaerded nevez a gheniger d’ehoc’h ne vezo biken ar rouantelez-se kempouezet ha paduz digant pehini e c’hortozit pep mad. En em drompla hag ho trompla a reer pa ho frometer d’ehoc’h en hano eur mestr nevez. Ar rouantelez gwirion, ar rouantelez a dad da vab, harpet war gwiriou ann heritour ha sakret gant ann amzer a hell hep ken lakaat a-darre enn ho kerz ar madou prizuz a gomzann anezho, hag ho lakaat da veza da viken euruz gant-ho. »

Diskleriadur eneb ann impalaerded
25 a viz here 1832.

————

« Ar pez a c’houlennann, her gouzout a rit, eo labourat da rei d’ar vro eur vuez nevez, rei dighemer ha lanz da ghement mad a vezo c’hoant da ober ; hag, e penn holl brinsed va lignez, ren Bro-C’hall el leac’h ma he c’has dourn Doue ; ha na raï va gouarnamant na lezen na netra nemet gant ali hag assant ar gannaded choazet e pep frankiz. »

8 a viz mae 1871.

————
Herri V a zigaso ar peoc’h hag ann unvaniez etrez-omp holl.

« Ia, e gwirionez, houn-nez eo va reizen-Roue ar muia-karet, ann hini hoc’h euz displeghet gant kom-