Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/210

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 203 —

peoc’h dre unvaniez he bugale, o rei d’ar bed ann arvest kaer euz a eur bobl great euruz dre eur ghen garantez leal ha paduz, hag a zigaso d’ezhan c’hoaz enor ha madou epad meur a gantved.

E miz eost 1848.

« Na zigasann endro nemet ar relijion, ann unvaniez hag ar peoc’h ; ne fell d’in beza mestr absolut nemet evit ober trugarez ; rak etre va daouarn, hag etre va daouarn hep ken, ann drugarez a zo c’hoaz justiz. »

8 a viz maë 1871.

————
Herri V a vezo difennour enor ar vro.

« Histor va zud-koz a zo histor galloud Bro-C’hall o vont bepred war gresk. Dindan ho ren e deuz c’hoaz gounezet ann Aljeri, eienen a binvidighez evit ann amzer da zont ; hag euz a vrema ker pinvidik gant brud vraz ar vrezelerien e deuz great ; ho gloar a zo eur c’hresk kaer war benn taoliou brudet ho pro. »

« Mab hema e lignez ho rouaned koz, heritour d’ar steïad rouaned-ze ho deuz, epad kement a gant vloasiou, kresket Bro-Franz, ha great d’ar boblou all douja he galloud hag he chanz-vad, va dever a lavar d’in, ha va c’herent ha va bro a c’houlenn ma savinn huel va mouez eneb ann impalaerded, eneb ann traou a zo c’hoant da ober, traou leun a c’heier, ha riskluz braz da vont da fall. »

Diskleriadur eneb ann impalaerded.
25 a viz here 1852.