Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/214

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 207 —

ar frankiz, ann honestiz ; o fallout e ve Bro-C’hall ar ghenta bepred dre ar feiz, dre ar galloud ha dre ann enor ; o skriva e penn e reizen a roue ar gheriou : Unvaniez, peoc’h gwirion, emglev, mestr absolut e netra nemet da ober trugarez. Rak, evel m’en deuz lavaret d’eomp nevez-so ker brao, etre he zaouarn ann drugarez a zo c’hoaz justiz ; O tigas endro hor c’hustumou-bro, kustumou a enor, a eeunder, a lealded.

En eur ziskouez er fin petra eo eur roue a Franz, da c’houzout eo, den ar vro, den al lezen, den ann dever, den a galoun goestlet da ober pep mad ; ha dre-ze, den da zic’haoui kollou braz, ha d’hen ober gant larghentez.




HERRI V
D’AR FRANSIZIEN
Ann 9 a viz here, 1870.
Fransizien,

Setu c’hoaz eur weach ho stad hag hini ho pro etre ho taouarn.

Evit ar bederved gweach, e nebeutoc’h eget hanter-kant vloaz, eo kouezet ho kouarnamanchou d’ann douar ; hag hirio emaomp dindan eun amprou ann ankeniusa.

Ha dleet eo da Franz choum hep ober fin da zispac’hiou ken dibrofît, ha penn-kaoz euz he gwalleuriou ? D’ehoc’h eo d’hel lavarout.

Epad eun divroidigez hir ha n’hor boa ket meritet ne ket bet falvezet d’in, eun devez zoken, e vije eat