Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/218

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 211 —

pa ne c’hortozo mui he silvidighez digant ar gouarnamanchou-ze mont-dont, pere, goude eur bloaz bennag a beoc’h dam-livet, he saol enn eur stad ar spountusa a oufer da welet.

Huelloc’h eget holl skiant ann dud da c’houarn eur vro ez euz eur rouantelez disterreet evit gwir, mes eur rouantelez ha na gouezo ket, Rouantelez Franz. Rak pa zeu Doue da amproui eur vro evel m’en deuz amprouet hon hini, eo hanad en deuz da ober gant-hi meur a dra evit he c’hloar.

Anzavomp ivez penaoz ann dilez euz ar gwirionezou kenta eo ar penn-abek euz hor gwalleuriou.

Eur bobl kristen na hell ket, hep beza kastizet, reghi follennou he histor ; terri ar chaden euz he gredennou hag euz he gustumou koz ; lakaat e penn he Vamm-lezen n’en deuz Doue gwir ebed da welout e renadur ar vro ; banna diouc’h levr he lezennou ha diouc’h he diez-skol pep meneg a relijion, eur bobl kristen oc’h ober traou evel-se na choumo ket digastiz ; na rai biken nemet eun ehan e kreiz mill dizurz, ken n’e gouezo dindan eur mestr garo, pe eur revolusion dinask, evel gwechall ar broiou païan a-barz koueza mezuz enn drouzivez ; ha c’hoarvezout a rai gant-han, hep mank ebed, ar pez ar c’hoarvez ato gant ar boblou na reont ket ar pez a felle da Zoue e rajent pa en devoa ho zavet.

Bro-C’hall e deuz komprenet mad ann traou-ze, pa e deuz hanvet evit he c’hannaded tud a skiant hag a oar evel d-hoc’h petra a c’houlenn ar bed enn amzeriou-ma, hag ho deuz ivez lekeat doun enn ho c’haloun ar gwirioneziou kenta hep pere ne vezo biken etre