Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/219

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 212 —

ann dud na darempredez vad, na frankiz nag enor.

Rak-se ’ta, va mignoun ker, daoust d’ar pez a choum c’hoaz a venosiou dishenvel etouez eur rum dud, sperejou eeun Bro-Franz a c’houlenn hirio eur Roue. Sklerijen ann tan-gwall a ziskouez d’ezho ann hent. Santout a reont ez euz ezomm a urz-vad, a lealded, a zereadeghez, ha na hellont kaout netra en doare-ze hep eur Roue hag a vezo divar ar c’hef koz ha gwirion.

Komzit kre hag huel eneb ar falz kredennou hag ar venosiou kamm-izik ho deuz c’hoaz divar va fenn tud nobl a galoun kouskoude, ha doughet da bep mad.

Lavarout a rear em euz sonj da lakaat rei d’in eur galloud hep harz ebed. Plijet gant Doue ne vije ket bet roet eun heveleb galloud d’ar re ho deuz bet en em ghenighet evit tud goestl da zaveteï ar vro enn he deisiou a wall-amzer ! N’hor bije ket bet da hirvoudi, evel ma hon euz hirio, war reusiou hor Mamm-bro. Ne rainn netra nemet gant ali ha gant assant hor c’hannaded, choazet gan-ehoc’h e pep frankiz.

Lavarout a rear penaoz rouaned a dad-da-vab n’hellont ket ren enn eur vro eleac’h m’ema ann holl kement ha kement dirag al lezen. Respontit kre ounn bet kelennet war gement-se, hag am euz desket gant histor va bro, petra zo bet fall pe vad da lakaat ar bobl euruz pe reuzeudik hervez ann dro spered kemeret gant ann dud. (Eun tad enn he dieghez na hello ket etat gouarn he vugale dre’n abek ma’z int he heritourien ann eil kement hag eghile).

Penaoz e c’houzanfenn-me rei privilachou da reall, pa na c’houlennann evid-oun va-unan nemet ar privi-