Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/22

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 15 —

awalc’h : « Sal-ho-kras, demezell, ar Maréchal Suchet a oa aman, ha pevar gward nasional, ha diskleria a raint ar pez ho deuz gwelet. » Diskleriadur ann dud-ma dre skrid ha dre c’henou a zo douget var diellou ar rouantelez, re hir a ve ho lakaat ama e brezounek.

Ar bar levenez en em astennaz euz ar gear a Baris var ar rouantelez penn-da-benn, hag ar parresiou en em glevaz da ober eur prezant d’ar prins nevez-ganet. Sevel a rejont arc’hant da brena d’ezhan Maner Chambord. Hag hirio ann deiz, ann Duk a Vourdel a gemer ann hano a Gont a Chambord.

Eur pennadik goude e c’houarvezaz eun dra hag a ra da gredi penaoz ann dud fall a zalc’he pepred ho daoulagad var ar c’hrouadur-ze, evit en em zizober anezhan, pa ho divije kavet ann tu. D’ar seiz var-n-ugent a viz kenver 1821, da bemp heur diouc’h ar mintin, e oe klevet eun taolad trouz, hag a lekeaz da grena ar c’harteriad tiez a zo enn dro da balez ann Teoliri. Ann trouz-se a henvele dont euz a ziabarz ar palez memes. Hag e gwirionez, ann taol a oa great ebarz ar c’horf-ti e pehini edo kamprou ar Roue, ha re ann Dukez a Verri. Ann tenn-ze a oa tenn eur varillad poultr, lekeat etre ar voger hag eun arc’h da c’houarn keuneud, var ann delez distro a gas da gampr ann Dukez a Verri. Dre ma tostee ann dud d’ar palez, ne welent nemet gwer torret ha prenestrou divarc’het ; mes hep dale e klevjont ne oa c’hoarvezet drouk ebed gand den, na gand ar Roue, na gand ann Dukez, na gand hini ebed euz ho zud.

Koulskoude ar republikaned, hag eun darn vraz