Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/222

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 215 —

int, micherourien vad ar c’heariou, hag ann dud divar ar meaz ? o velet ho buez tenn eo bet ato diez va spered, ha va studi muia-karet a zo klask ann tu da wellaat ho stad.

Bro-C’hall dizaouzanet dre walleuriou ha n’ho deuz bet biskoaz ho far, a zesko ne zistroer ket d’ar wirionez o kemer eun eil fazi, ha ne dec’her ket dre droidelerez diouc’h eul lezen hag a zo lezen Doue : Gwir ann tad a dremen d’he vugale.

Ar vro am galvo, hag e teuinn d’ezhi gant va c’harantez, gant va c’hreden, gant va banniel.

Divarbenn ar banniel-ze ez euz bet komzet a zivizou ha na hellann ket rei va grad d’ezho.

Fransizien,

Prest ounn da ober pep tra evit sikour va bro da zevel diouc’h he c’hollou, diouc’h he revin, ha da ghemeret adarre he renk ebarz er bed ; eur zakrifiz hep ken a zo ha na hellann ket hen ober evit-hi, ar zakrifiz euz va enor.

Bez’ ez ounn ha bez e vezinn den va amzer, ha meuli a rann a greiz kaloun, ann traou kaer a zo bet great e doug ar c’hanved-ma ; ha daoust dindan pe vanniel e kerze hor zoudarded, ounn bet estlammet gant ho gounidou, hag em euz trugarekeat Doue evit ar c’hloar nevez a daole ho vaillantiz var vrud goz va bro hag ho hini.

Fransizien, arabad eo eve etre c’houi ha me na drouk-entent na sonj kuzet.

Nann, dre’n abek ma ho devezo tud dizisk, tud re vuhan o kredi, tud a feiz fall, komzet d’ehoc’h euz a