Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/225

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 218 —


N’em euz bannie] nevez ebed, hini Bro-C’hall eo a zalc’hann. Hag am euz rogoni a-walc’h evit kredi e tigasso c’hoaz d’hon armeou ar vrud ho deuz bet a viskoaz.

Ar banniel gwenn a zo bet trec’het eur wech bennag war ann tachennou brezel ; mes bez’ ez euz dizenoriou ha n’en deuz biskoaz anavezet. (Eun dichentil ha dilezel a rafe-hen armoariou he dud-koz) ?

N’am euz ket gwelet ann Iliz katholik amprouet evel m’ema, hep sonjal er pez e deuz great a viskoaz va bro evit he skoazia. Lavaret am euz e tougehenn ato ann dourn d’hon Tad Santel ar Pab, ha kerkent eur rumm-dud da grial e oann o vont da gass hon tud iaouank d’ann Itali d’en em laza !

O kenderc’hel stard d’am Feiz ha d’am banniel ne zifennann nemet enor Bro-Franz ha gloar he amzer dremenet ; ne rann nemet plenaat ann hent d’he amzer gaer da zont endro.

Kement heurvez a goller o lavarout : Greomp ann dra-ma, greomp ann dra-hont, a brofit d’ar re a zo lorc’h enn-ho o welout ac’hanomp izelleet evel ma ’z omp. (N’euz nemet eun hent da zont er meaz euz hon traounien a c’hlachar, ann hent roeal).

Lezen Bro-Franz a zo : Mab henan ar Roue a zo Roue en he c’houde. Hep al lezen-ze ne d-ounn netra, gant-hi ec’h hellann pep tra. Hep al lezen-ze peleac’h e vezo hor mignouned a ghevredighez etouez ar rouaned all ? Piou a lakaï urz ha sentedighez enn hon armeou, hag a zalc’ho stard hor zoudarded war ann dachen-vrezel ? Piou a raio pouez d’hor c’hannaded