ebarz er broiou estren ? Piou a raio adarre da Franz he renk ha fisianz ann holl evel gwechall ?
Piou a c’houaranto eur peoc’h paduz d’ann dud vad a gar labourat, piou a raï ma vezo enoret ar micherour enn he vicher, ma talvezo d’ezhan he labour ha ma vezo he gozni dienkrez ?
Hel lavaret am euz alies, prest ounn da ober kement a helleur ober hep dizenor ; ha lezel euz va gwir kement a vezo goulennet, ma n’eo ket fillidighez hen ober.
Doue her goar, va c’haloun na c’houlenn nemet eurusted Franz ; n’em euz c’hoant brazac’huz ebed nemet ann hini da gaout va lod el labour a zo da ober evit sevel adarre va bro enn he stad huel ha paduz. Hag al labour-ze na hell ket beza labour eur rumm hep ken, ann holl a renk lakaat enn-han ho c’harantez leal hag holl nerz ho divreac’h.
Va zonjou a zo great evit mad ; ann hent am euz kemeret a heuliinn ha na droinn ket divar-n-ezhan, gortoz a rinn keit ha keit ; mes den, war zigarez ebed, na denno digan-en eur gher evit ober ac’hanoun eur Roue great gant ar revolusion.
Herri.
Baruch V. 4.