Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/27

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

boket d’he mab, o klask he lakaat da devel. Enn eunn taol en em lekeaz hec’h-unan da skuilla daelou. Eur zonjezon ankeniuz a stokaz enn he c’haloun, ar zonj euz he fried ker. Ann oll a zivinaz kement-se hag eleiz a ouelaz war eunn dro gant-hi.

D’ann divez, ann devez kaer a oe achuet dre eur largentez great gant ar C’honsail jeneral d’ar gear a Baris ; hanter kant mil liour a oe rannet etre mecherourien kear ar re ezommeka.

Ann oll Fransizien a oa kountant, bet ho devoa ho goulenn. Ar c’hrouadur, benniget gant Doue ha karet gand ann holl, a greske iac’h ha laouen. Da dri bloaz, e oe lekeat er memes skol gand he c’hoar, ha great d’ezhan deski he c’henteliou. Da bevar bloaz ar Prins a lenne koulz ha den ebed. Neuze e oe lekeat c’houec’h krouadur all da studia gant-han ar memes kenteliou, evit ma vije kendamouez etre-z-ho, ha ma’z ache gwelloc’h al labour. Eur jet, pe eur pezik olifant, a vije roet d’ar skolaer a responte ar guella ; hag ann hini a fazie enn he gentel a roe eur jet d’ann hini a helle he zifazia. Ha da bep mare e vije roet eur priz a enor d’ar c’hrouadur en devoa dastumet ar muia a jedou. Eunn devez ann Duk a Vourdel o veza great eur fazi, ar mestr a lavaraz d’ezhan rei he jet. E leac’h he rei gand dereadegez, ar Prins e sklapaz gand tearded ; « Prins, eme ar mestr, ha mad eo ar pez hoc’h euz great ? — Nann, eme ar c’hrouadur, fall am euz great. — Neuze eo ret d e-hoc’h rapari ho kwall-ober. — Na penaoz ? — C’houi ia dioc’tu da zastum ar jet-se, ha d’hen digas d’in-me a galoun-vad, enn eur lavarout hoc’h euz keuz da veza great ar