Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/29

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 22 —

vad, hag o fellout d’ezhi kas ann amprou da benn, a lavaraz d’ar Prins : n’oun ket evit pardouni d’e-hoc’h eur gwal evel hen-nez, mont a reot da gavout ho mamm, evit en em glevout gant-hi var gement-se.

Ann Dukez a Verri, da behini e oa bet danevellet ann afer a-raok, a ziskouez eun ear rust ha nec’het. Goulenn a ra digand he mab, pehini euz tud he zi a zesk d’ezhan komzou ken argarzuz. Ar c’hrouadur a zalc’h mad, hag a lavar n’hen diskuillo bikenn. — Mad, eme ann Dukez, me ia d’ho kas d’ar Roue, hen-nez a oar ober d’e-hoc’h prezeg. — E gwirionez kaset eo ar c’hrouadur da gavout he eontr koz, Loeiz XVIII. Kentel a zo great d’ezhan ; eur faot, eme ar Roue, dija braz a-walc’h e genou eun den euz a douez ar bobl, a zo eun dra kabluz e genou eur Prins. Var gement-se Herri a zo asant, ha lavarout a ra grons ne vezo mui klevet ar seurt komzou-ze gant-han. — Mes, eme ar Roue, n’ounn ket evit lezel enn dro d’e-hoc’h ann den a zesk d’e-hoc’h traou evel-se ; piou eo ? Ar c’hrouadur a ouel e leiz he galoun, a c’houlenn pardoun digand ar Roue ; hogen er memes amzer e lavar c’hoaz stardoc’h-stard n’hen diskuillo ket. — « Eur faot kalz brasoc’h a rafenn, eme-z-han, ma venn kiriek e ve kaset kuit. — M’ar d-eo egiz-se ema ar bed, eme ar Roue, gand eunn ear glaz, choumit e pinijen a-dre va c’hador, ken n’ho pezo sentet ouz-in. » — Ar c’hrouadur a choum enn he zao a-dre ar gador, hep lavarout ger ; ken stard eo enn he ratoz, ken na ouel mui. Kredi mad a ra en devezo ann huel-gastiz (ar fouet) n’euz forz, gwell eo gant-han kement-se... A-benn eur c’hart heur ar