Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/3

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
IV

a ioul pep hini, ann dilez euz ho frivilachou. Ne vije mui na deok, na korve, na sujedigez a-berz goaz. Ar gwiriou, ar renchou dleat d’ann dud chentil, ar gommananterien pe ann dud e douar-rent a helje prena ho renchou. (Ann artikl diveza-ma a zo bet chenchet). Ann holl a baëje gwiriou ar vro pep hini diouc’h he leve. Ha dirag al lezen ann holl a vije kement-ha-kement. Setu petra a oe great neuze dre garantez evit ar Vro.

Tri bloaz warlerc’h, ar Republik a zeuaz da lakât penn evit penn reisiou ker fur ha great holl enn tu gant ar bobl, ha da laza ar Roue mad en devoa ho zinet.

Evelse, Herri V n’en deuz ket pridiri o lavarout e kemero he rouantelez evel euz a zaouarn Loeiz XVI gant ar chenchamanchou great e lezennou koz ar vro gant ar Roue hag e Assamblé national.

Ar Republik, pebez mad e deus-hi great biskoaz d’ar vro ? Laeraz madou ann dud honest ha re ann Iliz ; teuzi ar c’hleier hag al listri sakr da lakaat enn he godellou, ha digas d’eomp enn ho leac’h sac’hadou paper. Beuzi pe dibenna daou villion tri mil var-n-ugent ha nao-c’hant a Fransizien. Rak, eme Robespier, ar rum dud en deuz gwelet gouarnamant ar Roue ho devezo bepred keuz d’ezhi. Evelse, kement hini a dremen he bemzek vloaz a dle beza ghillotinet.

Ha kavout a ra d’eoc’h-hu e ve teneroc’h ar Gommunisted hirio mar deufent da c’hounit ?

————