Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/30

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 23 —

Roue hen galv, her c’hemer var he zaoulin, hen stard var boull he galoun, o tiskouez d’ezhan he holl levenez divar benn he furnez, he galoun vad, ha nerz he spered. Herri a lavar c’hoaz eur weach ne gouézo mui ebarz eun evelep gwall, hag a zistro da gamprou he vamm. Kavout a ra var he hent ar mevel keaz, o krena c’hoaz gand ann aoun, e gortoz e oa da veza kaset kuit. Herri en eur vont e-biou a zach var he zillad hag a lavar d’ezhan goustadik, ha dre guz, gand aoun d’hen rei da anaout : Bez dinec’h, n’oud ket bet hanvet.

Me ho lez da zonjal pebez levenez en devoe ann den paour-ze. O veza n’en devoa mui aoun da veza kaset kuit, e teuaz he-unan d’en em ziskuilla, ha da rei da anaout eun taol ker kaer a nerz hag a vadelez aberz eur c’hrouadur ha na oa ket c’hoas pevar bloaz fournis. Ann Duk a Vourdel a zo bepred ar pez ma oa neuze, he spered hag he galoun n’ho deuz great nemet frankaat.

Eur pennadik goude-ze, enn eun devez a zighemer braz, ann Duk a welaz e touez ann dud chentil deuet d’al lez, eun itroun mac’haignet ha dic’hened braz enn he dremm. Kerkent ha ma he gwelaz, e lavaraz hep sonj hag a vouez kré : « Oh, va Doue, nag hi zo vil ! » Ann Itroun d’he Gontaut he c’hourdrouzaz a vouez-izel ; Prins, eme-z-hi, ar seurt traou-ze ne vent ket lavaret. — « Koulskoude, eme ann Duk gant beoder, gourc’hemennet mad hoc’h euz d’in lavarout bepred ar wirionez. »


————