Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/33

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 26 —

d’he c’havout mad-tre, a c’hoarze kalz gand azaouez ho c’habiten braz.

Eur zoudard euz a c’houard ar Roue, hanvet Andras, en devoa permission pe aotre da zerc’hel gant-han he vap oajet a bemp bloaz. He-ma a blije meurbed d’ann holl offisourien dre ma oa eur paotrik koant ha gwindr’éuz (espiègle). Eun devez, ann Duk a Vourdel, o welout ar c’hrouadur-ma armet ha gwisket evel soudarded ar c’houard, a c’hoantaaz hag a glaskaz lemel he fuzul digant-han. Hogen n’hellaz ket hen ober. Egile a oa ker pennaduz ha kerkoulz paotr hag hen. Ann histor na lavar ket ma oa bet taoliou dorn eil tu hag egile ; mes evel neket bet gourdrouzet ann Duk diwar benn he c’hoantedigez direiz, ez euz leac’h da gredi en doa bet he gentel digant ar zoudard bihan. Eur pennadik goude-ze he-ma a oe lekeat da ober gouard e kichen ar gampr e pehini edo kousket ann Duk a Vourdel ; hag he urz a c’houard a oa, na lezje den da vont tre. Ne oa ket c’hoaz pemp minuten a baoue ma oa enn he bost, ma tigouezaz ann Dukez a Verri, e sonch vad da welout he mab. Hogen Andraz a lavaraz d’ezhi gand ann ear ann dic’hoarsa : na dremeneur ket ! Hag e kroazaz ar vaïonetezen. Ann dro reud-se a blijaz tre d’ann Dukez ; c’hourzin a reaz kalz, ha kemerout a reaz ar c’hrouadur dindan he fatrouniez.

Dervez ar prins a oa kemeret penn da benn gand he studiou hag he oberiou all temzet diouc’h he oad. Da zeiz heur e save ; ha raklal e lavare he bedennou. He gentel katekiz hag hini ann histor santel a vije great ato araok lein. Goude-ze, da nav heur nemet