Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/35

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 28 —

tron a Roue, hou-ma a glaskaz pigna var ann tron. « Nann, Demezel, eme Herri d’ezhi, choum awalc’h a reot, al lezen salik a zifenn kement-se ouz-hoc’h. » Pemp bloaz a oa Herri neuze.

————

Pa oa tost ann Duk a Vourdel da vont enn he zeiz vloaz, ar Roue, he dad koz, a vennaz rei d’ezhan eur gouarnour, e leac’h he c’houarnourez. Teurel a reaz he choaz var ann aotrou ann Duk Mahe a Vontmorancy, ann honesta den marteze a oa neuze enn he rouantelez. Hogen ann den fur ha santel-ze na hellaz ket mont enn he garg. O veza great he bask d’ar iaou-gamblid, ez eaz da wener ar groaz goude kresteiz da ober he bedennou d’ann iliz ; hag eno ec’harz treid ann aoter e oe skoet enn eun taol gand ar maro. Mervel a reaz daoulinet var bazennou ann aoter d’ann deiz ha d’ann heur ma varvaz he Zoue.

Ann aotrou Rivier a oe hanvet da vont enn he leac’h. Eur mignoun da he-man o veza skrivet d’ezhan evit diskouez d’ezhan he genlevenez war ar merk kaer-ze a fisianz roet d’ezhan gand ar Roue Charles X, ann den fur-ze a respontaz : « Diskouez a rit d’in, eme-z-han ho kenlevenez, va disc’hlarit kentoc’h, klemmit ac’hanoun. Ar garg huel-ze a dle beza eur beac’h pouner meurbed, pa z eo gwir e lavare anezhi ann aotrou mad a Vontmorency ; — eun enor eo divent, ha re da veza doujet ; spounta a ra va zempladurez, hag enkrezet holl eo va c’houstianz gand-hi. — Evid-oun-me, dienkrez awalc’h ounn diwar benn ann deskadurez en devezo va skolaer, rak ann eskop