Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/36

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 29 —

gwisiek a zo hanvet gand ar Roue evit beza he vestr-skol a zo gwestl d’am zikour e pep tra ; kouskoude va lod labour a zo c’hoaz re bounner evid-oun. Evid eur garg evel houn-nez, fealded neket awalc’h, ret eo c’hoaz beza stard hep rustoni, gouzanvuz hep fin, ijinuz ha spered holl. Spountet ounn gand ar gefridi a zo fisiet enn-oun ; pedet am euz ar Roue d’am divec’hia, ha neket bet falvezet d’ezhan. Goulennet am euz digant-han ma her gourc’hemenche d’in, hag en deuz lavaret d’in : N’her gourchemenninn ket d’id, hogen pijadur a ri d’in oc’h he c’hemerout. Sentet am euz ; n’a m euz ket gallet mirout da lavarout d’ar Roue, e vije bet gwelloc’h gan-en choum kabitan he c’houardou, hag hen en deuz respountet d’in : Mad ! Ar garg-ze ec’h euz great evid-oud, gra hou-ma evid-oun me. Penaoz herzel ouz komzou evel-se, deuet euz a c’henou eun hevelep prins. N’en deuz ann den netra da ober nemet ober ar pez a c’houlenn, hag en em westla d’he zervicha ha dre vuez ha dre varo. »

Ann aotrou ann Duk a Rivier a oe lekeat enn he garg d’ar bemzek a viz here 1826, enn doare-ma : He huelded Roeal, ann Itroun Dukez a Verri, a zigasaz goude ann offeren, ann Duk a Vourdel d’ar gabinet-kuzul. Ann Itroun ar veskountez de Gontaut a zavaz neuze, a gemeraz ar c’hrouadur dre ann dorn hag he gasaz e kichen ar Roue. Ar Roue enn eur lakaat etre daouarn ann Duk a Rivier ann tenzor prisiuz-se da viret, a lavaraz d’ezhan ar c’homzou-ma gand eur vouez daouhanteret dre ann deneredigez : « Duk a Rivier, rei a rann d’ehoc’h ar brasa merk a oufenn da rei euz va fisianz enn hoc’h, hag euz ar stad a