Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/4

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
V


Na Bonapart, Napoleon I, ha gwir en deus-hen war hon anaoudegez-vad ? Ia, er penn kenta euz he rén. Kass a reaz ar Republik enn he rout ; en em glevout a reaz gant hon Tad Santel ar Pap evit digass endro ar Relijion e Franz. Mes enn divez, brumenet gant he c’hloar, e kouezaz. Trec’het gant rouaned ann Europa unanet enn he enep, e kollaz enn eun devez he rouanteleziou gounezet, ha na choumaz gan-eomp war he lerc’h nemet hor Bro geaz didudet, diarc’hantet, ha dare bet d’ezhi beza bet rannet etre ann drec’hourien, panevet ar Vourboned.

Hag ama ez euz c’hoaz eur gaou braz da zifazia. Ar Vourboned, eme ann dud a feiz fall, ho deuz taolet var-n-omp, e 1814, armeou ar broiou estren. Ar Vourboned a deue d’ho heul, hag a oa a du gant-ho. Ar Vourboned n’int bet biskoaz digemeret mad gant ar Fransizien.

Ma ! setu ama ar wir histor. Ann armeou unanet a boursue Napoleon evit lemel digant-han ho broiou en doa mac’houmet. Loeiz XVIII na lezaz morse he nized da vrezelekaat gant ann estren eneb ar Fransizien. Pa oe kouezet Napoleon, ar Senatourien hag ar Gannaded a oe ar re genta o c’houlenn ar Vourboned. Ha tud ann amzer-ze, beo c’hoaz hirio ann deiz, a oar gant pebez levenez e oe digemeret e Franz Loeiz XVIII, pa zistroaz euz ann harlu da bignat war dron he vreur merzeriet. Ar Brinsed estren, ha dreist holl Alexandr Impalaer ar Russi, a gemeraz eur perz ker braz e laouenedigez ar Fransizien, ken na