Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/45

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —

ann diouer-ze enn eur gemerout da vipien ann holl dud ezommek ha diseuruz. Grek brudet dre he gwall-euriou, ha bepred huelloc’h eget-ho ; grek kalounek er brasa danjeriou, ha bepred trec’h d’ezho ; tremenet e deuz kammed ha kammed traounien ann holl zaelou, hag arruet eo ken huel er vertusiou, ma renk brasderiou, hag enoriou ar bed plega ho fenn dira-z-hi. Enn he c’hichen edo ann aotrou ann Duk a Orleann, divezatoc’h Loeiz Felep ; Charles a gomze alies euz al le a fealded a douaz he-ma d’ezhan pa oant ho daou harluet e meaz ar vro, var aochou pell ha dianaf ; hevelep a oa neuze ho gwalleuriou, hevelep ho esperanz. Goudeze e teue ann Itroun ann Dukez a Verri, ken euruz, kel laouen ker kaer dre’n abek d’he mab ; patrounez ar skianchou hag ann dud a ijin ; buez ha levenez ar vro, ne wele neuze dira-z-hi nemet enoriou hag eurusted o tont, ha ne divije ket lavaret e tlie, hep dale, peorien ann hospital e devoa savet enn he c’hastel a Rosni, koll ho mamm hag ho madoberourez, ha mont da glask ho boed e leac’h ma helchent dre ar vro. Arabad eo d’e-omp ankounac’haat enn hon taolen ann aotrou ann Delfin, Duk a Angoulem, nag ann Demezell a Orleann c’hoar Loeiz Felep, na bugaligou he-ma, ker koant ha kel laouenn, ann Duk a Chartr, ann Duk a Nemours, ar Prins a Joinvill, ann Duk a Aumal ; nag he ziou verc’h, nag ann Demezell a Verri, c’hoar Herri, ker gae, ker spereduz ker grasiuz ; hogen miromp hor gwella taol lagad evid eur c’hrouadur all, pehini a ia da c’hoari eur roll ker kaer e kreiz ann daoliad tud-se ann huella a oufet da welout bikenn.