« Sir, a lavaras-hen d’he vab bihan, a benn pemp minuten ne viot mui Roue ; ho Meurded ha ne deus-hi urz ebed da rei d’in ?
— Eo, va zad koz, c’hoant am euz...
— C'hoant hoc’h euz,.... evesait ; e rouantelez frans ar Roue a lavar c’hoant hon euz, hag a wechou c’hoant ho deuz.
— Ha-ma, c’hoant hon euz e rafe d’e-omp hor gouarnour tri miz pae ouz hor pansion, a raok termen.
— Tri miz, Sir ! petra a reot-hu gant kemend a arc’hant ?
— Va zad koz, mamm eur zoudard kalounek unan euz ho kouardou, e deuz bet he zi devet nevez-zo gand ann tan-gwall, ha ne ket re arc’hant tri miz evid he zevel a nevez.
— Mad ! mad ! me en em garg a gement-se.
— Nann, nann, va zad koz, rak mar d-eo c’houi eo, ne ket me e vezo.
— Na petra a reot-hu hep argant epad tri miz ! —
— Esaat a rinn gounit arc’hant all dre va garedonou pere a baeit ato gand eun aked braz.
— Ah ! var gement-se e kountit ?
— Na petra ’ta, ha n’am euz-me ket va feorien da wiska ; rak peorien am euz evel m’ho deuz va mamm, ha va moereb. Oh ! great am euz va c’hount, hag kountant braz ounn ; pa am bezo roet daou bez a ugent real d’ar baourez-keaz euz a goat Boulogn pehini e deuz eur c’hrouadurik klanv, e choumo c’hoaz gan-en pevar real da ober va frins. »
Var a gomz-ze Charles X a vriataz he vab bihan,