Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/48

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 41 —

oc'h he starda var boull he galoun, a lavaraz a vouez huel : Eurusa Frans, mar bez bikenn Roue !


————


E doug ar memes miz kenver, ann Duk a Vourdel a c’houlennaz mont da riskla var ar gompezen dour a zo e kreiz jardin ann Teoleri, ha lezet a oe da vont. Evel ma choume ar zoudarded da zellet out-han var hed eun daou c’hant paz bennak, hen a c’houlennaz digand ar c’habitan, ann aotrou de Lamberti, perak na zeuent ket tostoc’h. Ann difenn eo kement-se, eme ar c’habitan d’ezhan. Ar prins a ziskouezaz e vije dà gant-han gwelout lod anezho o ruza gant-han var ar glerenn. Dont a rejont ; kalz anezho amparfal er vicher-se, na reent nemet koueza. Az prins a c’hoarze he walc’h gant-ho ; hogen ann taol c’hoarz kenta tremenet, ne vanke morse da c’houlenn out-ho ma ne oa bet droug ebet. Ann earik dous gand pehini e c’houlenne kement-se, hag ar pezouigou arc’hant a lakee e kuz e daouarn ar zoudarded, a ziskoueze mui-oc’h-mui ar vadelez euz he galoun.

D’ann ugent a viz ebrel, euz ar bloaz-se 1830, ann aotrou de la Villatt a glevaz eur c’helou trist ; eur gear divar ar meaz a oa bet rostet enn he fez enn he vro, departamant ar Wern. Mont a reaz kentiz da gavout ann Duk a Vourdel, hag e savaz etre-z-ho eunn diviz hag a zellez beza skrivet.

— « Va Frins, eur gwalleur braz a zo c’hoarvezet. — Oh ! va Doue na petra ’ta ? — Eur gear divar ar meaz ebarz ar Wern a zo bet devet enn he foull, ha meur a diad tud a zo kouezet er baourentez ar