Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/6

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
VII

zeze. Ann dispac’herien na gemerent ket ar boan da c’houlenn he ali. En eur revolusion, eme Danton, ann niver bihanna a gass a-raok, hag ar veli a choum peurvuia gant ar fallakra.

Ha ne ket ann dra-ze ho deuz great paotred a Republik d’ar bevare a viz gwengolo 1870, pa gouezaz Napoleon III ? Ha goulenn a rejont-hi ali ar vro abarz embann ho Republik ? N’ho pet sousi !


————


Eur ger c’hoaz abarz achui. Ar Republik, eme ar Republikaned, a zo marc’hatoch eget ar rouantelez.

Gwelomp. N’ouzoun ket pegement a zilarc’he war hep unan ac’hanomp euz ar gwiriou epad Republik 1793, nag epad rén Napoleon I.

Dindan rén ar Vourboned hon euz paeet bep bloaz dre benn daou lur ha tregont... 32 l.
Dindan rén Loeiz-Felep..... 36
Dindan Republik 1848....... 42
Dindan Napoleon III........ 55
Ha gant hor Republik 1870 e paeimp.. 70

Endro da eur Roue, eme c’hoaz ar Republikaned, ez euz Prinsed ha Prinsezed, tud a lez ha likichen, a renker da argouraoni pep hini hervez he renk.

Evit gant Herri V ne vezo ket eun heul goall hir, pa n’euz nemet he c’hreg hag hen. Ha lavaret en deuz d’eomp ne oa ket he fortun da ober gant-han, mes fortun Bro-Franz. Ha goude holl,