Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/60

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 53 —

eun den ret da gaout, Herri V a oa ann den-ze, gwelloc’h pouez a oa enn-han, var he veno, eget e den all ebed. » Daoust d’he gomzou kre ha kalounek, kant pevarzek Par a roaz mouez d’a vennad kambr ar gannaded, ha da nav heur diouz ann noz e oe kaset ho diskleriadur da Loeiz Felep.

D’ann nao deiz euz ar miz, Loeiz Felep a ia d’ar gambr gant eul lid braz, hag a lavar dirag ar gannaded hag ar pared : « Kemer a rann ger-evit-ger, hag hep lemel netra, ar pez a zo douget e diskleriadur ann diou gambr, hag ann hano a Roue ar Fransizien roet d’in gant-ho. Toui a rann dirak Doue e virinn feal ar Vamm-lezenn gand ar chenchamant merket enn diskleriadur-ze, hag e reninn dre al lezennou hag hervez al lezennou. » Peur-c’hreat eo ann taol ! Ha setu ar fealded a ziskouezaz Loeiz Felep e kenver he genderv hag e roue.

Charles X a vennaz ma en divije ann Duk a Vourdel klevet euz a c’henou ann Aotrou Damas he c’houarnour, ar chenchamanchou braz ha souezuz a oa c’hoarvezet.

Ann Aotrou Damas a gemeraz gand doujanz ha teneridigez he skolaer roeal var he zaoulin ; a lavar d’ezhan e pe stad ema ar rouantelez, pegen maleuruz eo bet ar Roue, ha petra en deuz great evit digas ar peoc’h e touez he sujidi ; d’ann divez e lavar d’ezhan eo Roue, hag ema dalchet mui eget biskoaz da labourat hep ehan da veza eur Roue braz hag eur roue mad. Glac’haret bete gweled he galoun, ar c’hrouadur a skuill kalz a zaelou, a vriata he c’houarnour, hag a c’houlenn mont diouc’h-tu da gavout he dad-koz.