Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/62

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 55 —

Franz a oe ar gomz-ma a c’henou Odillon-Barrot : Sir, diouallit mad ar c’hrouadur prisiuz-se var behini eo diazezet chanz-vad rouantelez Frans.

Setu penaoz eo bet didronet ha forbaned unan euz hor guella rouaned. Charlez X n’en doa ket meritet koll he gurunen. Pa zougaz ar pevar gourc’hemenn a zo bet kiriek d’he walleur, ne zonje nemet ober evit ar gwella ; ha pa welaz e oa faziet, e c’houlennaz lemel ar gourc’hemennou-ze. He enebourien n’hen silaoujout ket.

Disleal eo bet ar vro enn he genver ; ha ken ne vezo raparet ann dislealded-se, Bro-Franz ne devezo na peoc’h paduz na gwir eurusted.

Abarz kuitaat Cherbourg, Charles X en devoa skrivet eul lizer da roue Bro-Zaoz da c’houlenn digant-han minic’hi evit-han he-unan hag evit he dud. Kemm-digemm euz a draou ar bed-ma ! Ann hini pehini daou viz araok a rea da listri Bro-Zaoz skarza er meaz euz ar Mor-Kreiziad, evit lezel ann hent frank ha dieub gand hol listri-ni da vont da c’hounit Aljer, a renk goulenn digor digant Bro-Zaoz, divar zaou lestrik amerikan. Ann treiz euz a Cherbourg da Vro-Zaoz e oe great buhan awalc’h ; ha ne c’hoarvezaz netra dreist-ordinal, nemet ma kreske tristidigez ann dreminidi dre ma pellaent diouc’h aochou Franz. Epad eur pennadik amzer ho devoe aoun na vijent kaset d’ann Amerika. Ann aotrou Dumont d’Urvil kabiten ar veach, ha pehini, var ma levereur, en doa urz da denna var lestr ar Roue ha d’he weledi ma raje Charles X ann distera min da zistrei var he giz, ann den digar-ze en divije ho c’haset d’ann