Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/64

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 57 —

se. Eur c’houarnamant a renk en em deurel etre divrec’h he vrasa enebour evit en em zerc’hel, a zo eunn dra dibaod awalc’h ma ne d-eo iskiz.

Mar tiskouezaz Bro-Zaoz hag he hugunoded kement a c’hlazentez e kenver Charles X, eun tiad tud katholik a zeuaz d’he zic’haoui dre ho hast hag ho c’halouniez. Ar C’hardinal Weld, kef ann dudchentil-ze pere a zisken euz a c’hoad Mari-Stuard, a gennigaz d’ar roue he vaner hag he vadou. D’ar maner-ze, hanvet Lulworth ez eaz eta ar Vourboned da c’hortoz gouzout peleac’h trei, ha peleac’h mont da choum evit mad.

Ann dud roeal hag ann nebeudik tudchentil a oe deuet d’ho heul enn ho harlu, a oa e maner koz Lulworth, evel eur vandennik treminidi, taolet gand ar stourm-vor var eun enezen didrouz ha kaer awalc’h mes pell siouaz euz ho bro ! Ann derveziou a dremene tenval ha tavedik. Ann daoulagad a droe bepred var-zu Bro-C’hall, hag ar spered leun a velkoni a c’houlenne digand ar galoun petra ’zeuje var lerc’h eur chenchamant ker prount ha ker souezuz. Pa zigoueze ar c’heleier euz a Vro-C’hall, neuze hep ken e save kaoz ha finv e Lulworth. E touez kalz a nevezentiou mantruz da galoun ar Roue, en em gave kalz a draou gwestl d’he frealzi. Eur blijadur dudiuz a oa d’ezhan gwelout pegement a dud a choume feal d’ezhan e rouantelez Frans. Tud a bep stad, tud a bep rumm, pere a rea dilez euz ann huella kargou, kentoc’h eget ober al le d’ar c’houarnamant nevez. Pebez kemm etre he vignouned hag he enebourien ? Ar re-ma a rea eur revolusion, a gase kuit ho rouaned guirion, evit kargou, hag a re-hont a zilez ho c’hargou, a gouez