Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/66

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 59 —

nou var varc’h, a bae kezek louach dre hanter zeiz, pa felle d’ezhi ober he galopaden.

Pa ieaz ar Vourboned ermeaz euz ar vro, e oe komzet a zevri e touez ar bobl euz a zommou spontuz eat gant-ho enn ho harlu. Eun dervez pe zaou goude e oe gwelet sklear hag hanat ne oa kement-se nemet eur gaou nevez da greski ar bern euz ar geier all. Ar Vourboned var ann tron a rea gant ho madou ar pez a ra ann heol gant douriou ar mor : Ann heol a zav hag a denn douriou ar mor etrezek enn-han evit ho skuilla goude var ann douar e glao hag e gliz, hag ar Vourboned mar ho devoa eun nebeudik madou ebarz ar rouantelez, ho c’hemere gand eun dorn hag ho ranne gand egile etre ezommou ar vro. Er c’hiz-se, eur ministr o veza deut eun devez da c’houlenn digant ann Duk a Angoulem eur zikour bennak evid eur barrez, ann Duk a lavaraz d’ezhan : « Aotrou, gwall na vezet gan-e-hoc’h, red e vezo d’e-hoc’h dont eur wech all. Boazet ounn a bell-zo da rei bep bloaz d’ar vro ar pez a douchann digant-hi. Ar bloaz a echu hirio, ha va arc’hant ivez ; roet am euz, er mintin-ma, holl ar pez ar choume gan-en ; deuit enn dro var c’hoaz. » Gand ann hevelep boasiou na zastummer ket a denzoriou. Evel-se dispac’h 1830 a bakaz ar Vourboned gozik var netra ; ha ma vije bet lammet digant-ho ar c’hoajou ho devoa pep hini var he hano he-unan dre ar rouantelez, e vijent eat er meaz euz ar vro var ann aluzen. N’hon euz ket klevet en divije Charles X lekeat eur gwennek var gampi er rouantelesiou all ; hag hirio e lekeeur milionou. Charles X a lavare evel guechall he dad koz herri IV : « Ar