Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/67

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —

Rouantelez ha me a zo egiz grek hag ozac’h hor madou a dleomp da vera evit brasa mad hor bugale. » Petra zo kaoz eo kresket ar gwiriou euz a eunn drederen abaoue 1830 ? Ann hanter euz ann dud a zo er c’hargou n’emaint ket enn ho renk, ha gant aoun rak eur chenchamant bennak, en em gemeront pep hini enn he zoare da douza ha da ober ho fellen epad ma ema ann denved etre ho daouarn. Gant mistri natur ar vro, ann traou na iafent ket er c’hiz-se. Madou Roue Franz a zo madou ar vro hag a choum gant-hi.



VI.


DESKADUREZ HERRI V.


Adalek 1830 betek ma teuaz ann dud Roeal da Holi-Rood, ne oa ket gallet heulia var studiou ann Duk a Vourdel, na derc’hel urz ebed enn he labourou. Hogen kentiz ma’z oat digouezet e Holi-Rood, e oe lekeat adarre ar breur hag ar c’hoar var ho c’henteliou, hag evit mad. Ann aotrou Barant a oa karget da ren deskadurez ann Duk a Vourdel, hag ann den fur ha gwisiek-se en devoa dindan-han mistri all, unan evit pep skiant. Mistri ann Duk a oa holl tud a vrezel, nemet ann aotrou Martin, belek, karget da rei d’ezhan he zeskadurez kristen. Chetu ama penaoz e oa reoliet he zervesiou.

Da c’houec’h heur, hanv, gouanv, goude ar beden diouz ar mintin, e vije roet ar gentel da denna d’ann armou. Eur blijadur a oa gwelout ar c’hrouadur o kemer buan-afo he vouch hag he glezeier, hag o tont d’en em ganna ouz eur greunadour var varc’h, unan