Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/68

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 61 —

euz a c’houardou ar Roue deuet d’he heul enn he harlu. Ar c’hrouadur a c’hoarie da vad, hag ann holl a vousc’hoarze o welout he herder hag he ampartis ebarz ann tamm labour-ze. Euz a zeiz heur nemet kart d’a eiz heur ha kart, skol c’hallek hag allamand ; eur c’hart heur da zijuni, ha goude, studi latin beteg nav heur ha kart. Neuze evit diskuiza, ar Prins a ia da zemata he dad koz, da welout he eontr hag he voereb, hag ar re en deuz c’hoant euz a dud he di. Da zek heur, ann trez pe ann desin. Measiou kemeret e Bro-C’hall, pe tachennou emgann a vez roet d’ezhan peur vuia da skeudenni. He blijadur vraz eo, pa gav he du da ober portrejou soudarded. He gartounou a zo leun a skeudennou brezelidi, ehaniou-noz, troiou-ha-distroiou ar wel (e gallek la revue) ; ha pa zigouez offisourien da welout ann dud roeal, ar Prins ho diskouez d’ezho en eur c’houlenn digant-ho ha ne ket er c’hiz-se eo gwisket ar zoudarded e Frans ? mes deuet eo unnek heur ; eur vouezik dous ha laouen a zo klevet o tostaat ; Herri a anavez mouez he c’hoar ; lammet a ra var he arbenn, poket a ra d’ezhi, hag he digas a ra gant-han enn he gambr-studi ; rak ar gentel var ann histor a gemeront ho daou kevret.

Herri a zo envoret kaer, he spered a zo lemm ha eeun, respount a ra bepred gant urz ha beoder. Ar Fransizien a zo bet o welout ar Vourboned enn harlu, a c’houlenne peur-vuia en em gavout var genteliou ar Prins, hag holl e tougont testeni a gement a lavarann.

Da gresteiz, lein ; ha goude lein eunn dro-vale var ar meaz. Da ziv heur, kentel ar varc’hegiez pe ar