Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/7

Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
VIII

ha ne ket kampr ar Gannaded eo a verk pegement a vezo roet d’ann hini a zo e penn ar c’houarnamant ? Tailla a hellont hervez galloud ar vro.

Ha divizusoc’h e vezo ar Republik ? Ar Republikaned a c’houlenn ma vezo paeet nann hepken ar Gannaded pere ne vijent ket paeet dindan ar Vourboned, mes ivez ar meared, ar guzulieren departamant ha re ar barres ; enn eur ger, kement hini a finv troad pe zourn evit ar vro. Setu eno ho c’harantez-bro.


————


Bretouned, va c’henvroiz ker, nec’het ounn bet o welout ac’hanoc’h o koumanz kerzet war eun hent nevez ha na anavezit ket ; hag em euz sonjet ober al levr-ma evit essaat ho herzel, hag ho tigas endro war ho kwenojen genta. Pa ho pezo anavezet ar Vourboned hag Herri V, grit a gerrot euz ho mouesiou.

Kemperle, ar 5 a viz meurs 1872.

Ian-Willou HERRY, belek.