evel-se, lavaraz : « Sellit, aotrou, na brao oant-hi, ar c’hreunadourien-ze ! oh ia ! ho c’harout a reann, hag hi em c’hare ivez ! » Ha gand eun herr dispar, e hanvaz d’inn holl rejimanchou ar ward, e lavaraz d’in hanoiou ann offiserien ha re eun niver braz a zoudarded. Eun dervez goude beza kaozeet pell amzer gan-en divar benn ar ward-ze ker feal d’he Roue, e sao enn eun taol kontr, hag o kas ac’hanoun d’ar penn pella euz ar zal-vraz, e tiskouez d’in eur c’hi, pehini ker kent ha ma her gwelaz a lammaz d’he lipat adalek ar penn betek ann troad. « Ha gouzout a rit-hu perak e-karann kement ar c’hi-ma ?... Bet em euz-hen digand eun offisour a drived rejimant ar ward. Ki ar ward e oa ; pa zeue ann tremen-wel, kentis ha ma kleve ann daboulin o seni, e tiskenne hag e lampe da heul ar greunadourien. Choum a rai gan-en-me bepred. »
Eur weach e lavare d’in : « Me zo bet euruz er mintin-ma ! Mont a reann d’am skol-marchegiez ; enn eur dreuzé ar ru e pehini emoc’h o choum, ez ounn en em gavet gand eur rejimant, hag ar meuzik en deuz c’hoariet ann ton : Herri Pevar. N’hoc’h eus-hu ket he glevet ? me zonje d’in e oann e Bro-C’hall. »
Setu ama ar zon. [1]
- ↑
SON HERRI PEVAR
ROUE FRANS.
————
TON : Vive Henri Quatre !
I
Na pebez Roue
Eo bet Herri gwechall ?
Koulz a hell bale,
Mes nikun en tu—all
Na welot morse
E Franz nag e leac’h all.
II
Ar Roue Herri
A oa eur potr diouc’h-tu,
A garie hardi
He jannet, ha gwin ru ;
Hag o kombatti
A ouie kregi du.
III.
E kreiz ar gombat
E komze evel-henn :
« Taolit ho lagad
« Var va flumachen wenn,
« Sur eo d’ho lakat
« Bepred er wir rouden. »
IV.
Herri a garie
Ann dud divar ar mez
Hag a rekete
M’ho dije beb sulvez
Iar er pot d’ezhe
Da zibri enn ho ez.
V
Herri pevare
N’en d-eo ket maro c’hoaz,
Rak he vugale
He lignez hag he raç
Zo leun a vuhe
Gras d’eho da choum mil bloaz !
VI
Mar distro bikenn
Ann diaoul da c’hoari vaz,
Goestl omp da zoutenn
Ar Roue enn he blas,
Ha prest omp laouen
Da rei bep a daol-skoaz.
Ann Aotrou Goesbriant, 1815.