Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/75

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 68 —

he zaou vab gant-han. Unan anezho, ann Aotrou Leopold De Conny distro da Frans a gomze alies gand ioul vraz euz a eur gentel marc’hegiez a gemeraz ar Prins dira-z-han ha dirak kalz a Fransizien all. Kentis, eme-z-han, ha ma oe digouet ar Prins e klostr ar varc’hegiez, e oe digaset d’ezhan eur marc’h, eun dibr saoz var-n-ezhan hag hep stleukou. Ar Prins a lamm var-n-ezhan ken ez ha ker skanv ma vousc’hoarjomp holl gand dà. He daol lagad a ioa lemm ha steredek, lavaret ho pije e oa o vont da ober ar gwel var eur rejimant Fransizien. Ar gentel a zeraou : ar mestr-floc’h, ann Aotrou Ogerthi n’en deuz ket kalz a dra da lavarout d’he skolaer, pehini, diouc’h ma welemp, en devoa c’hoant braz da denna d’ezhan meuleudiou ar re a oa o sellout Fransizien gozik holl.

Pa fellaz d’ar Prins ober d’he varc’h mont etre ar pilierou, en doe forz da ober ; ar marc’h a zave var he dreïd a-dréd, en em daole a gostez, mes na hellaz