Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/77

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 70 —

dremm ar Prins. Ar wech genta a oa houn-nez d’ezhan da lammout, hag ar gloueden e devoa pevar zroatad huelded. Neuze me dostaaz hag a lavaraz d’ezhan : « Hag aoun en defe Herri a Frans dre zarvoud ? Aoun, eme-z-han gant herder ; me aoun ! n’em euz gouezet biskoaz petra eo ar ger-ze. » Hag evit diskouez d’in e lavare gwir, e tro kein, e laosk he varc’h d’ann daou-lamm, ha tre dreist ar gloued.

Lavaret am euz ne oa ket a stleukou gand ar Prins ; eur poulzadik e kostezaz var ann dibr, mes hep dale e pakaz he bloum. Ar marc’h a zalc’haz da redek, a reaz he dro hag a lammaz eun eil gweach dreist ar gloued. « Ac’han’ta, aotrou, eme ar Prins d’in-me, ha kredi a rit-hu em be aoun ? »

Ann Asamble nasional a c’houlenne gwechall ma vije great bep bloaz d’ar bobl eun danevell var ann deskadurez a vije roet da vab Loeiz C’houezek ; mad ! dre eun taol great evel espres gant Doue, deskadurez ann Duk a Vourdel en em gave er c’hiz-se e gwel ann holl. Heuliet ha spiet eo bet gand mui a dud e Holi-Rood, eget na vije bet e palez ann Teoleri. Rak kement den a zigoueze eno euz a Vro-C’hall, ken roealist ken liberal, a vije lezet gand joa da welout ar Prins war he genteliou.


————