Meur a viz a ioa, e vije roet d’ann Duk a Vourdel, oc’hpenn he studiou pemdeziek, kenteliou all kalz talvoudusoc’h, pa ’z eo gwir e tlient hel lakaat e stad da ober ar c’haera tra en deuz eur c’hrouadur kristen da ober var ann douar. Lekeat e oa en divije great he bask kenta d’ann daou a viz c’hoevrer 1832, gouel Maria ar goulou.
Eun aotrou euz a Vro-C’hall pehini en em gave e Holy-Rood d’ar mare-ze a gomz evel-henn var ar pez en deuz klevet ha gwelet he-unan. « Derc’hent ann devez kaer-ze, eme-z-han, ar prins iaouank abarz mont da gousket a ziskennaz e kambr he dad koz ; hag eno, var bennou he zaoulin en deuz goulennet ha bet ar vennoz ar vrasa hag ann denera a oufe bikenn beza roet. He dad koz, he eontr hag he voereb her bennige var eun dro. E kreiz ho esmaë hag ho daelou, e klevemp ar brinsed diseuruz o lavarout d’ezhan : ped mad, ped dreist pep tra evit Bro-C’hall !
Eul leor e ve ret da ober evit lavarout holl ar c’homzou mad hag ann traou kalouniuz a weljomp enn noz-se hag enn deiz varlerc’h. Ar c’hrouadur-ze benniget gant Doue, dreist he oad e pep tra, a ieaz d’ann devez kaer-ze enn tu all c’hoaz d’ezhan he-unan, dre he zonjou, dre he gomzou, ha dre ar merkou a roe e pep giz euz he feiz hag euz he garantez evit Doue. Ar c’hardinal Latil, mignoun braz Charles X,