Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/80

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 73 —

nac’heat ken nebeut dirak Doue. Mar d-eo bet selaouet ma feden, Doue a vennigo Bro-C’hall. »

Bete neuze Charles X en devoa difennet mad ouc’h he dud lavarout ann disterra tra d’he vab bihan var varo ann duk a Verri ; kement a aoun en devoa na vije en em risklet e kaloun ar c’hrouadur re iaouank c’hoaz, drouk-vennoz pe gasoni ouc’h he vro, o klevout e oa maro he dad dre zourn eur Gall, siouaz ! Da zeiz he gommunion eta, pa oa ar c’hrouadur leun euz he Zoue ha prest da bardonni evel-t-han, e teuaz he dad-koz he-unan da lavarout d’ezhan penaoz en devoa kollet he dad.


————


Lavaret hon euz penaoz ar prins a rea alies troiou bale var ar mesiou, ken evit digor he spered d’ar skianchou, ken evit digor he galoun d’ann drugarez. Hogen mab bihan Herri pevar a ioa neuze paour he-unan. Ann tamm leve en devoa great d’ezhan ar roue Charles X pa oant e Frans, ne vije mui paet nemet eur wech ann amzer. Koulskoude he dud a roe d’ezhan da bep mare eun nebeudik arc’hant. Eur feson a oa houn-nez d’ezho evel eun all da ober ann aluzen, rak gouzout a reant penaoz daou zorn Herri a oa bepred digor evit soulaji ann dud-keiz ezommek. Abarz kuitaat Lulworth e oe anavezet enn doare-ze he valeadennou trugarezuz. Evel-se, o veza eat eur wech da welout prizoniou Dorchester, e kavaz eno floderien geaz euz a Vro-C’hall, marteze zo ken euz a Vreiz-Izell, hag hi enn eun dienez vraz. Rei a reaz d’ezho holl ar pezik a oa gant-han, hag e pedaz ker