Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/83

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 76 —

skoazellerien feal ar Stuarded gwechall. Eur iouaden hag eur strakl daouarn euz a berz ann oll en devoe evit respont. Ann henvelidigez anat a oa etre stad prins Edouard evit pehini ho devoa tud koz ann dud vad-ze skuillet ho diveza berad goad a daolaz e kalonou ann holl esmaë ha teneredigez. Mennout a rejont enn eur vouez ma vije kaset eur gannadur da gaout ar beachour roeal, evit he bedi da zont d’ar gouel. Herri a zeuaz gant-ho laouen, hag hep dale e tigouezaz enn ho zouesk, Mak-Gregor oc’h he gas dre an dourn. Eun tarz iouc’hadennou hen digemeraz, ha meur a zaelaouen a redaz e kuz var ziou-chod ar vrezilidi-goz, o sonjal enn ho frins Edouard. Mestr-merer ar fest a gemeraz neuze eur pot-pri leun a wiski (evach ar vro), hag a zikargaz eun tasad anezhan. Ann holl, pep hini d’he dro a evaz euz ann tas-se, evel ma eo ar c’hiz koz ebarz ar vro d’hen ober pa zigemereur eun hostiz bennak a zoare ; mes pa gasaz Herri ann tas d’he c’henou, eur bomm iouc’hadennou evel eun tarz kurun a zavaz beteg ann env, da zouheti d’ezhan iec’hed, buez hir, hag eur-vad enn he oll oberiou.

Goude kement-se ar prins iaouank a ieaz gant-ho da welout ho c’hoariou brudet, c’hoariou braz ha nerzuz evel ma rea gwechall-goz ar baotred-vad ; gournerez, rederez, ann taol-mean-pouner, hag er fin krogad ar Vombarderien.

Pa oe achwet ar c’hoariou, Mak-Gregor a gomzaz evel-henn :

« Krouadur burzuduz, ra zevenni hep dale ar gefridi en deuz roet Doue d’id oc’h da lakaat var ar bed !