Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/86

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 79 —

hag ho miraz bepred evel eur relek kanvouuz euz a emgann Kulloden.

O kuitaat kad-lann Kulloden, ann duk a Vourdel a ziskennaz eur pennadik e kastel Baladrum, maner ann dudchentil Steward. Ar re-ma hen digemeraz gand enor ha levenez. Pa ’z eaz kuit, demezell Stewart a gennigaz d’ezhan eur boked great gand bleun-askol, roz, ha lili, ar pez a ziskoueze e karjent gwelout ato unanet ann teir bro skeudennet dre ar bleun-ze, Bro-Skos, Bro-Zaoz, ha Bro-C’hall. C’hoariou a galoun a berz merc’hed iaouank a ioa kement-se ha netra ken ; rak boked ebed na hell bleunia e kichen rozen Bro-Zaoz : hou-ma a gas gant-hi ato ha bepred, holl domder ann heol, holl c’hliz ann env, hag holl zruzoni ann douar.

Hor beachourien a arruaz eur weach enn eun hostaliri hanvet Tynderum e rann-vro Argila. Ann hostaliri a oa pinvidik hervez doare, hag e oe roet d’hon tud eur zal gwarniset a daolennou kaer. Kerkent Herri a lammaz da zellet out-ho, da welout hag hi a oa great mad. Ann daolen genta a ziskoueze eun demezell iaouank enn eur prizoun, gant diou itroun euz a bere unan a henvele beza mamm d’ezhi. Ann demezell ho zerviche gand eun aked hag eun deneridigez ar vrasa. Enn dro d’ezho ne oa nemet paourentez hag ar boan spered a bare var ho dremmou, nobl kouskoude ha kaer da welout. Ann demezell he-unan na ouele ket, klask a rea e pep giz disc’hlac’hari ann itrounezed. Herri o veza spiet mad ann daolen a lavaraz