Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/87

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 80 —

gand esmaë : Va moereb eo ! [1] Ann eil daolen a oa c’hoaz kanvaouusoc’h : diskouez a rea eun nebeud tud, skerbou trikolor gant-ho, ha re all klezeier, kountelli ha pikou enn ho daouarn. Diframma a reant eun den digant he dud beuzet enn ho daelou, evit he gas d’ar c’hillotin. Ann den-ze leun a galoun hag a zentidigez ouc’h ioul Doue, a zave he zaou lagad var-zu ann env, hag a henvele lavarout : Va Doue, pardounit d’ezho evel ma pardounann va-unan. Ar c’hrouadur a lavaraz kentiz : va eontr koz eo ! mont a reaz d’ann daolen all, ann deirvet. Enn hou-ma e oa eur zal gaer, sklereet ha kinklet evit eur fest, eun den, iaouank c’hoaz a welet var eur gwele a boan ; he dud enn dro d’ezhan a ioa evel strafillet, hag ar goad a rede a boulladou euz eur gouli doun great enn he galoun. Ama ar c’hrouadur en em lekeaz da ouela ; anavezet en devoa maro trist ann Duk a Verri he dad.

Ann dudchentil a oa gand ann Duk a Vourdel na lezent netra gaer, netra vraz da vont ebiou, hep ober d’ar Prins teurel evez var-n-ezhan ; diskouez a reant d’ezhan er c’hiz-se nann hep ken oberiou ann dud, mes dreist pep tra oberiou Doue, enn eur vro e leac’h emaint ker braz. He gas a rejont eta da welout eul lenn vrudet, hanvet lenn Asv ; hag ober a rejont zo ken eun dro vale var-n-ezhi. Ar vag a neue goustadik ha didrouz, o lezel var he lerc’h eun antik eon-gwenn pehini en em zismantre kerkent evit bikenn, evel ar roudou a lezomp var hol lerc’h, o kerzet dre ar vuez--

  1. Mari-Antoinette, Elizabeth hag ar brinsez iaouank, greg, c’hoar ha merc’h ar roue Loeiz XVI e prizoun ann Templ.