podad wiski var al lec’h ; gant ann tas hepmiken a oa enn ti, ann holl a evaz beb eil tro ; ha divar muzellou fresk ha livrin ar c’hrouadur ann tas a ieaz var re spinac’het ann Highlander keaz dare da vervel. Petra vanke da eunn arvest ker kaer ? eur Walter-Skott evit he skriva, hag eun Osian evit he gana !
Nebeud amzer goude ann dro-vale-ze, ann dud roeal a guitaaz Holy-Rood, ha Bro-Zaoz. N’ho devoa mui re a fisians e gouarnamant Bro-Zaoz, mignoun ha komper gouarnamant Loeiz Felep, dreist pep tra goude ar pez e devoa great ann Dukez a Verri evit esaat lakaat he map var dron he dud koz. Digemer a rejont eta kennik mad Impalaer ann Aotrich, pehini ho fede da zont enn he stadou. Pa oe klevet e tlie ar Vourboned kuitaat ar vro, ann holl a oe glac’haret er gear a Edimbourg. Rak ar Vourboned a oa bet eno ar pez ma oant e Pariz, mad ouz ar beorien ha karantezuz e kenver ann holl. Ar bobl a lavare : « na welimp mui eta dre hon ruiou ar paotrik bleo melen-ze kel livrin ha ker gae ; he galoun-vad hag he spered lemm a rea plijadur da gement hini a her gwele, hag he zourn a wie dija rei evel eur Bourbon ! » Mistri kear, gand ar mear enn ho fenn, a ieaz d’ann ugent a viz gwengolo da ober ho c’himiad d’a Charles X, hag ar c’homzou mad a leverjont ken dre c’henou ken dre skrid, a achue dre ar geriou-man : « Sir, hor spered hag hor c’haloun gand ar gwestlou ar re denerra ken evid-hoc’h ken evit ho tud, a iello d’ho heul daoust da beleac’h ez eot. Ëuruz pe dizeur, perz mad a gemerimp bepred enn ho stad. Fisianz hon euz, ha kredi mad a