Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/90

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 83 —

reomp e vir ann Aotrou Doue eurusoc’h deisiou d’ar Prins iaouank-se, e pehini e welomp o tiwan doareou ha vertusiou deread ouz mab bihan Sant Loeiz, hag ouz heritour ar wenn roeal-ze pehini a bign da bevarzek kant vloaz. »

Charles X a oe tenerreet holl o welout ar stad a rea ann dud vad-se anezhan. Mes he zrid-kaloun a oe brasoc’h c’hoaz, pa gavaz var he hent, en eur vont er meaz euz ar c’hastel, holl vourc’hisien Edimbourg, braz ha bihan, paour ha pinvidik, hag eun niver braz a dud a ziaveaz, deuet eno euz a ugent leo tro-var-dro, da welout eur weach c’hoaz ann dud roeal a Frans, ha da gimiada out-ho. E porz Leith, e pehini en em lestraz Charles X, ann Duk a Angoulem hag ann Duk a Vourdel, ann ingroez a oe souezuz. Ha pa zistagaz euz ann aot ar vag pehini ho douge d’al lestr braz hanvet United Kingdom, kant mil mouez var eun dro a gasaz d’ann env ar c’hri hag ar beden galounek-ma : God sav the king ! Doue savetait ar Roue ! Ret e oe da Charles X beza gopreet al lestr-se divar he goust he-unan. Rak ne gleve respont ebed digant gouarnamant Bro-Zaoz digant pehini en devoa goulennet eul lestr evit mont d’ann Allamagn. Pa arruaz lestr ar c’houarnamant e porz Leith, ar Brinsed ho devoa dija treuzet ar mor. Evel-se trenkijen gouarnamant Bro-Zaoz e kenver ar Vourboned euz ar brank henan en em ziskoueze beteg ar fin. Gant ienien e oant bet digemeret e Weimout e 1830, ha gant ienien int ambrouget euz a borz Leith e 1832.


————