Pajenn:Herry - Buez ann Duk a Vourdel Herri V.djvu/93

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 86 —

beza taolet er ster, hag ann holl a ra sin ar groaz pa dremenont ar mean marbr-se. A bep tu d’ar pont ez euz diou renkad skeudennou sent. Da genta ur c’halvar kaer meurbed, hag enn dro d’ezhan, barou pe bochadou Elez hag Arc’helez ; goude-ze hed-ha-hed d’ar pont diou renk eskep ha leaned, pere a astenn ho daouarn var ann dremenidi, evel evit ho benniga hag ho difenn ouc’h buanegez Doue, var eul leac’h e pehini ez euz bet great eun torfed ker braz.

Daou dour koz a ziskouezeur ivez e Prag, hag a zo brudet dre ar vro : Daleborka pe ann tour gwenn, Mitrulka pe ann tour du. Ann tour gwenn a oa prizoun ann dud a huel stad, ann tour du a oa hini ar bob keaz. Ann den paour a iea enn he-ma a leze pep esperanz var ann treujou : laosket e vije da vervel eno gand ann naon. Unan koulskoude a zeuaz beo er meaz euz ar bez heuzuz-se. N’euz netra dihalluz d’ar garantez, eme leor ann imitasion ; grek ar prizounier paour-ze her c’hare dreist kement tra a ioa, hag he c’harantez a roaz d’ezhi spered hag ijin, ober a reaz anezhi eur zaëzerez euz ar re genta. Var brizoun he fried e oa eul lomberik striz hag huel meurbed. Ar prizounier a lekea bemnoz he gleuzeur var elum e diabarz al lomber ; hag ar c’hrek a ijignaz kas boed d’ezhan dre eno. Ar boed a vije staget ouc’h birou saezer, hag ann tennou bir a vije great ken kalounek ha ken eeun, ma ie peb bir ebarz al lomber. Ar c’hrek souezuz-se a vagaz he fried epad daou viz enn doare-ze. Dizoloet a oe he zro izignuz, hag e oe great trugarez d’he fried. Ar pez a gas ar maro d’ann dud all a gasaz d’ezhan ar vuez.


————