Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/100

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
80
Exerciçou evit an Oferen.

Evit gallout en profit va cne
Dre an œuvr-ma plijout d’ho majeste. Amen.



AR GUENTA FÆÇON PE EXERCIÇ
da glevet an oderen devotamant.

Cantic var an intantionou principal pe gant re e tleer assista en Oferen. Var an ton : Ni ho supli, Speret Santel.

ME offr da Zoue oll-galloudec
An Oferen gant ar belec,
O caout ur guir intantion
D’he c’hlevet gant devotion.
Evit adori da guenta,
Dre ar voyen excellanta,
An tri ferson eus an Dreindet,
Gant un humilite parfet.
D’an eil, evit renta graçou
Da Jesus-Christ eus he vadou,
Hac evit caout memor bepret
Eus ne bassion benniguet.
Evit obteni d’an trede
Brema digant he vajeste
Hon izomou spirituel
Hac hon izomou tamporel.
D’ar pevare, ma hor goalc’ho
Dre ar merit eus he varo
Diouz peb pec’het ha diouz peb viç,

Gant he c’boad sacr er sacrifiç.
D’ar fin, evit an anaon
M’ho dilivro eus ho frison;
Ouspen evit quement hini
Ma’z oun oblijet da bidi.
Me ho supli, va Redamtor,
Evit ho cloar hac hoc’h henor,
Grit ma clevin, diouz ma ê dlet,
An Oferen-mâ hed-a-hed.
M’er goulen ouzoc’h, vaJesüs,
Dre verit ar goad precius
A offrot d’ho Tad eternel
Bremâ er sacrifiç santel.
Guerc’hes Vari, mam hor Salver,
Va Æl-mad, va faëron quer,
Oll sænt hac oll ælez ive,
Obtenit d’in ar faver-se.
Amen.