Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/105

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
85
Exerciçou evit an Oferen.

Ha dindan treid an oll foulet.
O va Jesus, c’houi a so douç,
Pa na ziscarcac’h ho courrouç
Var nep a zeu d’hoc’h outraji
Gant quement a ingrateri.
Red eo lavaret, va Salver,
Hoc’h eus va c’haret dreist voder,
P’hoc’h eus evidon anduret

Beza quer mesus tourmantet.
Ha c’hoaz eleac’h anaoudeguez
Evit quement a garantez,
Me n’em eus bet en hoc’h andret,
Nemet ingrateri bepret.
Queuz am eus bremâ em ene
D’ho peza offancet, va Doue, etc.
Lennit ar rest en articl guenta diaraoc [1].

ar pempet articl.
D’an Aviel bete' Dominus vobiscum.

D’An Aviel pa dremeno
Ar belec eus an abostol,
O vont an eil-tu d’eguile,
E tleit entent dre guement-se
Penaus Jesus a dremenas
Da Bilat a di Caïphas,
Pe da hini oue faussamant

Accuset gant an dud vechant.
Hemâ hon eus cafet, emezo,
O pervertissa tud hor bro,
Caus d’ar bobl da veza mutin,
O rei dezo ur goal doctrin.

reflexion ha peden.

Pebes blasphem, ô va Salver,
Ho tremen evit un trompler !
C’houi so disquennet eus an eê
Da zisqui deomp henchou Doue.
En quement action a reac’h,

En quement coms a lavarac’h,
Ne velet nemet santelez,
Ne glevet nemet guirionez.
Hac ec’h andurit couscoude
Ho calomnia er guis-se?
Hac e souffrit, Barner ar bed,

  1. Gw. p. 81-82.