Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/106

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
86
Exerciçou evit an Oferen.

Gant an dud fal beza blamet ?
Grit mi vesin bepret fidel
Da senti ouz hoc’h Aviel,
O receo en ur galon vad
Eus ho comsou divin an had.

Ma tennin epad va buez
Cals a brofit hac a frouez
Eus va oll souffrançou er bet
Dre voyen ar batiantet.
Amen.

a c’huec’hvet articl.

D’an Ofertor, pa c’horro ar Belec ar Bladen etre he zaouam, oc’h offr an Hostif, ha goude-se ar Ch’alir.

COnsiderit d’an Ofertor,
E oue cacet hon Redamtor
Gant Pilat da di Herodes,
Eleac’h ma souffras cals a vez.

O veza eno baffouet,
Gant ur saë venn e oue guisquet,
Evid ober goab anezâ ,
Evel ma vize ar sota.

reflexion ha peden.

O Va Salver ! ar c’haëra den
So bet nac a vezo biquen,
C’houi eo guir esperanç ar bed,
Ha couscoude oc’h rebutet.
C’houi eo oll desir an Ælez,
Enoc’h ema plijadurez ;
Ho Tad eternel, va Jesus,
Hac ez oc’h tretet quer mezus ?
Evidomp oc’h en em offret,

Dre ma hoc’h eus-en teurveset,
Hac e teuer gant ur seurt outranç
D’ober ac’hanoc’h disprisanç ?
Chetu me amâ, va Doue,
Tout en em offran deoc’h ive,
P’oc’h evidon en em offret,
M’ho supli n’am rebutit quet
Amen.