Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/107

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
87
Exerciçou evit an Oferen.
ar seizvet articl.
Da Voualc’h an daouarn ha d’an Orate, Fratres.

AR belec oc’h ar bobl a dro,
Hac e coms evellèn outo:
Orate, Fratres, emezâ,
Goalc’het he visiat gantâ.
Neuse, considerit erfat
Penaus e tisquezas Pilat
Jesus d’ar bopl, o coms outo
Er fæçon-mâ : Eccè Homo.
Sellit, chetu an den amâ,
Truez a dleit da gaout outâ ;
Evidon-me n’her c’hafan quet
Coupabl a grim na faut ebet.
Rac-se pa ema an amser

Da zilivra ur prisonnier,
Daoust deoc’h pe Varrabas vezo,
P’autramant Jesus ho pezo.
Neuze an oll a gommanças
Da grial : Roït d’omp Barrabas,
Ha cacit hennes a-lesse,
Crucifiit-he, crucifiit-he.
Pilat a voualc’has dirazo
He zaouarn, o respont dezo :
Divlam oun dious goad ar just-mâ,
Deoc’h vezo respont anezâ.

reflexion ha peden.

O ! hou-mâ eo an dismeganç,
Dont da ober ar breferanç
Eus a Varrabas ar muntrer
Da Jesus-Christ hon Redamter !
Peguen alies em eus-me
Preferet d’ec’h-bu ,va Doue,
Va plijadurez va-unan,

Pe un interestic bian ?
Me a c’houlen ouzoc’h pardon,
Hac o ped a greis va c’halon
Na bermetot quet, va Jesus.
E ven pelloc’h quer maleürus.
Amen.