Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/116

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
96
Exerciçou evit an Oferen.

It dre ar bed universel,
Emeza d’he oll ebestel,
Evit ma instruot an oll,
Oc’h ho distrei na d’aïnt da goll.
Neuse o pignat en he dron
E roas he venediction

D’he zisquibien muia-caret
A voa gantâ en em gafet.
Pa oa Jesus en eê pignet,
He zisquibien [a] [1] ieas dre’r bed.
Evit prezec an Aviel,
Recevet ar Speret Santel.

reflexion ha peden.

O va Jesus, carguet a c’hloar,
Ha me stago ouz an douar
Va c’halon, oc’h anaout erfat
Ez oc’h pignet en eê, va Zad ?
Grit ma ho c’heuliin a speret,
Tennit va c’halon eus ar bed,
Na guemerin joa en netra
Eus a guement so er bed-mâ.
O va Jesus, a chom en eê
Var an tron eus ho majeste
Hac a so couscoude presanr
Var an auter er sacramant.
Pa’z oc’h dre zaouarn ar beleg
D’ho tad en em sacrifiet,
Meulet ra viot da jamæs,

Ha trugarequeat assambles
Me hoc’h ador, indign ma’z oun,
Hac ho car a greis va c’haloun ;
Mæs, va Jesus, n’ho quitaïn quet,
Na vezin gueneoc’h benniguet.
Bezit evidomp alvocad
Azezed en tu deou d’ho Tad,
Evidomp pedit-en bepret,
Evel m’noc’h eus deomp prometet.
Disquezit dean ho couliou,
Ho coad hac hoc’h oll meritou :
Pa ho guelo, ne allot quet
Hon refusi a c’hraç ebet.
Amen.

Action a Graç goude an Oferen.

M’Ho trugareca, va Jesus,
Eus a ur c’hraç quer precius,

Da vezâ grêt d’in asista
En hoc’h Oferenen de-mâ.
Me a c’houlen ouzoc’h pardon

  1. Moullet : e.