Eus e guement disfraction |
Ha ma rin un dervez santel. |
Remerguit penaus, ma n’ho pe quet a spaç da gonsideri quement articl a so amâ diaroc epad an Oferen, e ve a oualc’h consideri un darn epquen anezo, ha lezet an demorant evit ur veich-all. Ar memes tra a dleit da remercout evit an eil fæçon da glevet an oferen, pehini ha velit amâ varlerc’h, oc’h en em gontanti da gonsideri erfat ivez un darn eus ar poenchou a so represantet ebars : rac ne de quet necesser ho consideri oll : quent-se guell eo en em arreti da vedita erfat un arlicl epquen, eguet na ve tremen re vuan dreizo tout hep an devotion a ve requis. Hoguen evit an articl eus ar gommunion spirituel ne ranquer jamæs he dremen ; rac en peb oferen e tleer communia spirituelamant ato, ma n’her greer realamant.
Cantic ac Oræson devot evit anaout ar garantez eus hor Salver en hon andret er sacrifiç divin-mâ, hac evit en em excita da ur guir devotion ebarz, oc’h he ofr da Zoue gant an intantion a so requis, Var ar ton dreist-ordinal eus ar Stabat Mater.
PEguer bras ê, o va Salver |
Ho trugarez en hor c’hêver, |