Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/124

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
104
Exerciçou evit an Oferen.

Neuse ar Iudevien a zeu da breferi Barrabas da Jesus.

Ha c’houi en ur stad quen truezus
N’ho deoue truez ebet ouzoc’h,
Quent-se ar laer seditius
Barrabas a brefersont deoc’h ;
Me so bet, siouaz ! quen dinatur
Ha quen barbar en no quêver,
O preferi deoc’h va flijadur
Ha va inrerest, va Salver.
Rac-se me c’houlen pardon ousoc’h
Eus an hevelep disprijanç :
Na bermetii quet e teuen pelloc’h
D’ober deoc’h ur seurt preferanç :
Ha grit ma chomin deoc’h quer fidel
Na vezo netra eus ar bed
Capabl d’ober d’in ho tilesel
Evit plijout da den ebet. Am.

D’ar Prefaç, Per omnia sæcula sæculorum, Jesus a so condaounet d’ar maro.

O va Jesus ! a so bet barnet
Ouz ur groas iffam da vervel,
Grit ma vezin ive preparet
D’ar maro pa zeuot d’am guervel,
Ha grit d’in douja ho jujamant,
Non pas jujamant faus an den,
Ha na varnin quet injustamant
Va nessa ive birviquen. Amen.

D’ar Memento, goude Sanctus, pa bed ar belec evit ar re veo, Jesus a zoug he groaz.

O va Jesus ! hoc’h eus bet douguet
Ur groas poner evidon-me,
Grit ma touguin a calon barfet,
Va c’hroas evidoc’h-hu ive,
Oc’h en em vortifia bemdez
Hac o renonç d’in va-unan,
Hac oc’h andurin gant carantez
Peb seurt trevel ha peb seurt poan.

Greomp hor Memento ive gant ar belec evit ar re veo

M’ho ped, va Jesus, da gaout memor
Eus vâ [sic] oll mad oberourien,
Evit bo cloar, o va Redamptor