Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/127

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
107
Exerciçou evit an Oferen.

O Guerc’hes sacr mam drugarezus,
Paz oun en personnaj sant Ian
Recomandet deoc’h gant va Jesus
Ho quemeran evit va mam :
Ha rac-se evel eus ho crouadur
Ho pêt ac’hanon ar sourci
En quement poan ha displijadur
A ouffe ma inquieti. Amen.

Evit en em recomandi d’ar Verc’hes sacr ive.

O va Jesus ! hoc’h eus anduret
Er groas evidon ar maro,
Grit ma teuin da vervel a speret
Da draou ar bed-mâ var un dro,
Evit, pa deui va c’horf da vervel,
Ma’z aï va ene da repos,
O receo ar vuez eternel
Digueneoc’h en ho parados. Am.

Pa rann ar belec an hostii a ziouc’h ar c’halir, o tispartiaan eil pez diouz eguile, ene Jesus a zisparti diouz he gorf o vervel er groas.

O va Jesusl c’houi a zisquennas
Da zilaç an eneou santel
Eus al lymbou, hac a chadennas
Satan hon adversour cruel ;
Grit m’en trec’hin ha ma tisquenno
Eus ho coad sacr ar vertus vras
Er purcator evit ma tenno
An anaon eus an tân grisias.

Pa lez ar belec un tamic eus an hostif da zisquenn er c’halir, ene Jesus a zisquenn ebars el lymbou goude he varo.

O Jesus hoc’h eus dre ho maro
Darn eus ho pourrevien touchet
Da regreti gant ur c’hueuz garo
D’ho peza ouz ar groas staguet ;
Dre ar merit eus ho passion,
Grit ma vezin convertisset
Gant ur guir gueuz ha contrition
D’ho peza, siouaz ! offancet. Am.

Pa lavar ar belec Agnus Dei, darn a oue convertisset eus ar vourrevien dre ar maro a Jesus.

communion spirituel.

O Va Jesus ! en ur bez nevez
C’houi pîni a oue sebeliet,
Grit ma teuin d’ho sebelia ivez

Pa gommuni ar belec, o lavaret, Domine, non sum