Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/131

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
111
Exerciçou evit an Oferen.



un drede fæçon pe exerciç
Pehini so berroc’h da glevet devotamant an Oferen.

Cantic evit ofr da Zoue ar sacrifiç divin eus an Oferen, hervez intention an Ilis. Var an ton : Presantomp oll guitibunan

Offromp da Zoue ar sacrifiç,
Netra na deus a guer bras pris
Evel Jesus crucifiet
En oferen represantet.
A greis va c’hlon ec’h offran
Da Zoue an oferen-man,
Evit adori an Dreindet
Hac he drugarecat parfet.
Da drugarecat an Autrou
Eveus he oll mad-oberou,
Hac evit caout memor ato
Eus he boaniou hac he varo.
Evit obteni he c’hraçou,
Hac effaci va fec’hejou,
Ouspen evit an anaon
D’ho dilivra eus ho frison.
Offr a ran c’hoaz ar sacrifiç
Evit ezomou an Ilis ;
D’ar fin evit quement hini

Ma’z oun oblijet da bidi.
Guerc’hes Vari, o va itron,
Va Æl gardien, va faëron,
Va maërones ha sænt eürus,
Ma recommandit d’am Jesus.
Bremâ-souden, o va Salver,
En em gueffot var an auter,
Grit ma vezo’ta preparet
Va c’halon d’ho tiguemeret.
Er sacrifiç, o va ene,
Chomomp attantif gant Doue,
Lesomp sourciou ar bed-mâ
Evit epquen entent outâ..
Amen.

Evel ma’z eo an oferen ur memor hac ur represantation eus a vuez hac a varo Jesus-Christ, ne ouffac’h quet evel am eus roet dija da entent diaroc, exerci guel devotion enni eguet sonjal devotamant petra en deveus grêt hac anduret evidoc’h adalec ar gommança-