Pajenn:Heuriou brezonnec ha latin.djvu/133

Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
113
Exerciçou evit an Oferen.

Da guement a zesir ho devoa’n tadou santel
Eus an donediguez a Vap an Tad eternel.

Goulennit ur desir bras d’he zoniguez a c’hloar ive.

Kyrie, eleïson quellies repetet
A ro deoc’h da entent mouez ar batriarchet
Ha mouez ar brophetet, o c’houlen a bell amser
An donediguez-se a Jesus-Christ hor Salver.

Goulennit he zonediguez a chraç en hoc’h ene.

Gloria in excelsis' a ro deoc’h da gompren
Ar c’hinivelez sacr a Jesus Doue ha Den ;
Hac an Oræsonou a vez goude lavaret
A sinifi e oe d’he Dad en templ presantet.

Livirit ive gant ar belec ar Gloria in excelsis, pehini a gueffot en latin hac en brezonnec varlerc’h ar c’hantic mâ, da veuli Doue ; ha goulennit ma receo ho calon oc’h he fresanti dezâ.

An Abostol ive a zigaç en memor
Ar bredication a sant Ian-Vadezour,
O prepari an hent araoc he Vestr benniguet,
Ma vise gant ar bobl guell a se diguemeret.

Goulennit ma en em breparot d’he ziguemeret ive.

Varlerc’h an Abostol e len ar Graduel,
Hac a disquez e teuas cals a dud infidel
Touchet dre ar c’homsou a sant ian ar precursor,
D’en em gonvertissa ouz Jesus hon Redamtor.

Goulennit m’en em gonvertissot dre ur guir binijen.

Ret e c’houffac’h erfat penaus an Aviel,
O veza lavaret en tu-deou d’an auter,
A so ur merc anat eus ar bredication
A eureu Jesus-Cbrist quent eguet he bassion.

Goulennit ar c’hraç da brofita eus a gomsou Doue.

Dreizi eus an tu-cleiz eo ez omp tremenet
D’an tu-deou, me lavar, d’ar c’hraç eus ar pec’het ;
Tremenet omp dreizi eveus an traou tamporel
Hac eveus an traou vean d’ar pez a so eternel

Goulennit sevel ho calon diouz an douar etrese an eê.

Pa’z ear d’an Aviel, sivit en ho sa,