GLoria in excelsis Deo, et in terrâ pax hominibus bonæ voluntatis.
Laudamus te.
Benedicimus te.
Adoramus te.
Glorificamus te.
Gratias agimus tibi propler magnam gloriam tuam.
Domine Deus, rex cœlestis, Deus pater ommpotens.
Domine, Fili unigenite, Jesu Christe.
Domine Deus, Agnus Dei, Filius Patris.
Qui tollis peccata mundi, miserere nobis.
Qui tollis peccata mundi, suscipe deprecationem nostram.
Qui sedes ad dex-
|
GLoar deoc’h, va Doue, hon Autrou,
En huela eus an êvou,
Ha var an douar ur peoc’h guirion
D’an dud a so a volontez vad :
Ni ho meul gant benediction
Hac a zeu d’ho trugarecât.
Gant reveranç ni hoc’h ador,
Ni ho glorifi gant enor,
Ni a rent deoc’h graçou eternel,
Rac ma’z ê bras ho cloar meurbet,
Autrou Doue, roue celestiel,
Doue an Tad oll-galloudec.
Autrou map unic da Zoue,
O Jesus-Christ, Doue ive,
Oan Doue, map an Tad eternel,
A effaç pec’hejou ar bed,
Ho pêt truez ouz ho pobl fidel,
Hac hor pardonit, ni ho ped.
C’houi pehini dre ho poaniou
A effaç hon oll pec’hejou, bis.
Plijet gueneoc’h receo hon requet
Ha caout truez ouzomp erfad,
C’houi pehini a so asezet
An tu deou da Zoue ho Tad.
C’houi hoc’h-unan a so santel,
|